Filierenn industriezh ar boued

Al labour-douar hag industriezh ar boued e tolpad-kêrioù Kemper

E Kemper Breizh Izel ez eus tost da 1 900 post labour hag a zo stag ouzh reol kenwarez sokial al labour-douar, en o zouez ouzhpenn 1000 e stalioù servijoù evel kef al labour-douar deist-holl.

Tost 50% eus al labour en industriezh er gumuniezh zo stag ouzh filierenn industriezh ar boued, ar pezh a ya d’ober 2 500 post labour.

Hiziv an deiz e kaver meur a seurt produioù war dachenn ar boued :

  • Boued-mir
  • Charkuterezh
  • Gwispiderezh
  • Produiñ ha treuzfurmiñ kig, laezh, legumaj, pesked
  • Produioù treuzfurmet fresk, gourskornet, e boestoù
  • Ar servijoù a ya da-heul : pakadurioù, ostilhoù, lojistik...

Anez ankouaat produioù arouezius eus Breizh hag a vez graet e Kerne

Not forgetting these iconic Breton

  • Sistr AOK
  • Pastez Hénaff
  • Grilhed-traezh
  • Boestadoù sardin
  • Kouign-amann
  • Krampouezh dantelez...

Hag ar stalioù brudet war dachenn ar boued a zo o sez, pe labouradegoù ganto, er gumuniezh

  • Beuralia (stroll SODIAAL) – Produiñ amann ha danvezioù druz diwar laezh.
  • Kafe Coïc – Krazañ kafe
  • Germicopa – Krouiñ gouennoù avaloù-douar nevez
  • Entremont– Produiñ boued-laezh.
  • Lampaulaise de salaison (stroll Turenne Lafayette) – Produiñ charkuterezh
  • Le Gall (stroll SILL) – Produioù diwar laezh (amann, koaven...).
  • Meralliance (stroll Thaï Union Frozen, Tailand) – Produiñ pesked mogedet
  • Père Dodu (stroll Doux) – Fardañ meuzioù keginet enno kig-yar
  • Saupiquet (stroll Bolton, Italie) – Fardañ boestadoù pesked

Ostilhoù ha servijoù evit industriezh ar boued

  • AM2C (stroll Behave)
  • Capic Ijinañ ha sevel ostilhoù evit poazhat hag evit skignañ, evit industriezh ar boued
  • Hema Sidel (groupe Barry Wehmiller, US) – Ijinañ ha sevel mekanikoù evit leuniañ gant produioù ha dourennoù
  • Krampouz – Ijinañ ha fardañ pilligoù, galfrezerioù, planchas, grilhoù evit an dud a vicher hag an dud all
  • Labexia (groupe Carso) – Labourva dielfennañ war dachenn industriezh ar boued
  • Labocéa – Labourva dielfennañ ha kontrolliñ e-keñver ar yec’hed
  • Lima – Sevel mekanikoù da ziveskañ ar c’hig

Kreizennoù neveziñ teknologel arbennik-tre

Kreizennoù neveziñ teknologel arbennik-tre

  • Adria Développement : Kreizenn vailhoni war dachenn industriezh ar boued, er penn a-raok a-fet kalite, surentez ar boued ha neveziñ produioù ha doareoù, kinnig a ra servijoù (enklask, neveziñ, stummañ, aliañ…) da embregerezhioù industriezh ar boued, o fourvezerien, ar skignerien hag an embregerezhioù a zo liammet outo (pakata, gwezeladoù, diagnostikoù ha kement zo). Ar greizenn gentañ eo e Breizh evit industriezh ar boued ha brudet eo en estrenvro.
  • ACT Food Breizh : ur c’hevread nevez eo, ennañ pemp kreizenn neveziñ teknologel (ADRIA, CEVA, IDmer, Vegenov ha Zoopôle Développement). E Kemper emañ e sez, e ti ADRIA
  • Breizpack : Ur greizenn neveziñ teknologel, etrefas enklask/pakata, eo Breizpack, gant ur rouedad 300 embregerezh hag a zegas o ampartiz evit pakadurioù graet e danvezioù a bep seurt, mekanikoù pakata ha servijoù liammet gant se (dizagn, pakata oberiañs…). Kaset e vez ar rouedad en-dro gant daou ijinour pakata a-ratozh hag a ginnig aliañ, evezhiañ, stummañ, sikour ijinañ raktresoù…

Kreizennoù enklask ha labourvaoù brudet e Frañs a-bezh

  • Al Lubem: troet eo labourva enklaskoù Skol-veur Breizh-Izel gant studi ar vevliesseurted hag ekologiezh ar mikro-organegoù, kement-se war dachenn industriezh ar boued hag ar yec’hed.
  • Entremont : produioù diwar laezh, fourmaj en o zouez.

Luc’hskeudenn : Lionel Flageul

Inra, Ensavadur broadel klaskerezh agronomek.

  • Labocéa, al labourva publik brasañ e Frañs. Peogwir eo publik e ra war-dro kefridioù servij publik hag evit mad an holl evit respont da ezhommoù ar Stad, ar strollegezhioù tiriadel, an embregerezhioù hag an dud en o-unan. Kinnig a ra dielfennadurioù evit a sell ouzh yec’hed al loened, industriezh ar boued, an dour hag an endro, amiant ha yec’hed en endro, yec’hed ar plant hag alioù war dachenn ar boued hag an endro.
  • Labexia : Labexia zo un izembregerezh eus ar stroll Carso a zo er penn a-raok evit an dielfennañ e Frañs. Kinnig a ra d’an embregerzhioù a labour war dachenn industriezh ar boued pe an dasparzherezh bras, kontrolliñ produioù liesseurt evel boued evit an dud, boued evit al loened, produioù da lakaat ouzhpenn er boued...

Obererezhioù Kemper Breizh Izel

Sikour an aozadurioù war dachenn an diorren teknologel

Da-geñver he folitikerezh youlek evit skoazellañ an enklask hag an neveziñ he deus dibabet Kemper Breizh Izel reiñ sikourioù argant d’an obererezhioù kaset da benn gant ar c’hreizennoù treuzkas teknologiezh :

  • An ADRIA, ar greizenn deknikel bennañ e Breizh war dachenn ar boued ; e Kemper emañ ha gouestlet eo da surentez ar boued
  • Breizhpack a zo e gefridi sikour an industriezh e Breizh da vont war-raok gant an neveziñ hag ar skignañ teknologiezhioù, war dachenn ar pakata
  • CBB Diorren (Kreizenn ar bevdeknologiezhioù e Breizh), a ra war-dro ar bevdeknologiezhioù, ar gimiezh fin, ar gwezeladoù, industriezh ar boued, ar vouedouriezh hag ar produioù da lakaat ouzhpenn er boued ; en em staliet e oa e 2010 e Teknopol Kemper-Kerne abalamour da vezañ an tostañ ouzh embregerezhioù Kornôg Breizh.

Teknopol Kemper-Kerne

Kemper Breizh Izel, da-geñver he folitikerezh da skoazellañ an neveziñ, a ro argant da Deknopol Kemper-Kerne, da skouer en ur sikour argantaouiñ post dileuriadez tiriadel Valorial evit Kornôg Breizh. Gant ar skourr-se e vez roet muioc’h a bouez d’ar pol boued Ialys hag aesoc’h eo lakaat raktresoù an embregerezhioù da dalvezout.

Sikour ar stummañ hag an enklask

Gant Kemper Breizh Izel e vez roet argant evit an ostilhoù hag ar savadurioù er greizenn skol-veur, hag evit an tezennoù enklask.

Sikour al labourerien-douar d’en em staliañ

Roet e vez un treuziad 4000 € gant Kemper Breizh Izel d’an den a grou pe a adkemer ur stal labour-douar a zo he sez sokial er gumuniezh. Ret eo d’an den-se, forzh pe oad e vefe, bezañ enskrivet en hentad skoazellañ d’en em staliañ.

Ar rouedad ialys evit Kerne

The Cornouaille ialys network

Evit sikour ar filierenn-se, hag a zo unan eus ar re bouezusañ evit ekonomiezh Bro-Gerne, e reer dreist-holl gant ialys, a oa bet krouet e 2010 diwar youl obererien ar c’hornad a felle dezho lakaat war wel ha brudañ Bro-Gerne evit he barregezhioù war dachenn ar boued.

Eus ar mor pe eus an douar betek an asiedoù

Meret eo ialys gant Kemper Kerne diorren ha lakaet e vez da vont en-dro asambles gant ar re a labour amañ war dachenn ar boued.

Ur c’hluster, petra eo se ?

Ur c’hluster (kluster) zo ur strobad embregerezhioù hag aozadurioù a labour war ar memes tachenn, lec’hiet holl er memes kornad, kevreet kenetrezo mui pe vui, en o zouez ar broduerien, ar farderien, ar servijoù, an eilkevraterien, ar skolveuridi hag ar c’hevredigezhioù.

Gant ialys eo lakaet war wel an ampartiz hag al lañs a zo gant filierenn ar boued e Kerne hag e Frañs. E-giz-se e c’hall obererien ar c’hornad kemer perzh e kluboù evit tud a vicher, e stummadurioù, prezegennoù pe saloñsoù broadel pe etrebroadel ha kement zo, evit diskouez o ferzhioù gwellañ.

Evit ar re a labour er filierenn-se, mont er rouedad ialys a dalvez diskouez e fell dezho talvoudekaat o zachenn obererezh, labourat asambles ha tennañ o mad eus enklaskoù efedus, kement-se liammet gant stummadurioù anavezet.

Hag evit lakaat ar mennozhioù hag an obererezhioù da vont war ar memes tu e teu ialys da vezañ muioc’h-mui, a zeiz da zeiz, evel an hini a « aesa » an traoù diouzh ar gwellañ ! Labourat a ra evit aesaat an eskemmoù etre ar re a labour er filierenn hag evit lakaat skoulmañ darempredoù nevez etrezo... Ha da gentañ-penn evit ober al liamm etre ar barregezhioù, d’an holl da labourat gwelloc’h asambles.

E-se e c’hall ialys tizhout ur pal hag a zo ken pouezus ivez : lakaat an holl da briziañ kalite hag efedusted filierenn ar boued

www.ialys.fr

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh