Filierenn niverel

An niverel, evit ur gumuniezh er penn a-raok hag a sach an dud

Ar servijoù niverel zo ul lodenn eus hor buhez pemdez. Ganto e c’hall an embregerezhioù hag ar servijoù publik mont en-dro evel zo dleet, ha sikour a reont ar broioù da chom e-barzh ar jeu. Evit kalz embregerezhioù, paneve bezañ kevreet dre uhelgas pe kas uhel-kenañ zoken, ne c’haller ket chom, sachañ pratikoù ha respont buan d’an ezhommoù.

Gouzout a reomp mat e Kemper Breizh Izel ez eo kement-se eus ar pep pouezusañ evit kempenn ar vro ha reiñ lañs d’an ekonomiezh, se zo kaoz hon doa gwelet abred-tre pelec’h e oa ar mankoù e-keñver an uhelgas amañ ha divizet hon eus lakaat argant e-barzh an afer.

E 2006 e oa bet lañset ar raktres Hermineo, a zo ur rouedad publik evit degas an uhelgas d’an holl, abalamour da gaout fin gant ar frailh niverel e Kemper Breizh Izel.

Kemper Breizh Izel he deus fiziet e Axione al labour evit krouiñ ar rouedad Hermineo ha lakaat anezhañ da vont en-dro da-geñver un dileurierezh servij publik e-pad 15 vloaz. Evit merañ ar rouedad eo bet krouet Kemper Breizh Izel Télécom gant Axione. Staliet eo e Krec’h Gwenn.

Gant ar Stad ez eus bet komprenet mat ivez pegen pouezus eo evit ar vro. Ret eo gwellaat an traoù en takadoù gwenn ha gris (lec’h na c’haller ket, pe nebeut-tre, kevreañ dre uhelgas) war ar maez ha sikour an obererien brevez da lakaat argant en takadoù e kêr.

Da-heul ur Galv da ziskouez e youl da bostañ (AMII) a-berzh ar Stad, ez eus bet embannet gant an embregerezh Orange e felle dezhi degas gwiennoù optikel betek ti an dud er c’hêrioù pennañ e Frañs ac’hann da 2020, en o zouez an 8 kumun a ya d’ober Kemper Breizh Izel.

Gant ar strollegezh ez eus bet diazezet ur c’henemglev ambroug d’an traoù da vezañ graet en unvaniezh etre an holl.

En em harpañ a ra kumunioù Kemper Breizh Izel, diwar vremañ, war daou oberer meur evit degas servijoù dre gas uhel-kenañ en un doare kempouez war o zakad, hag evit kaout fin gant ar frailh niverel :

  • Kemper Breizh Izel Telecom gant ar rouedad Hermineo,
  • Orange gant he raktres evit degas gwiennoù optikel betek ti an dud.

Rouedad Hermineo lañset gant ar servij publik : uhelgas evit an holl

Pal ar rouedad Hermineo eo degas servijoù niverel dre uhelgas pe kas uhel-kenañ betek 100 % eus an tiez en 8 kumun a ya d’ober Kemper Breizh Izel, memes an tiez n’int evit resev an ADSL, ha dre ar c’has uhel-kenañ gant gwiennoù optikel d’an embregerezhioù a c’houlenn.

Petra a vez degaset ouzhpenn gant an obererezh publik ?

  • gallout a ra an holl, forzh pelec’h e vefent, resev ar servijoù niverel
  • lakaat kevezerezh dre ar rouedadoù, ar pezh en deus lakaet ar prizioù da zigreskiñ da vat evit an embregerezhioù.

Palioù Hermineo ?

  • Goleiñ 100 % eus ar gumuniezh ha kaout fin gant ar frailh niverel
  • Bezañ e-barzh ar jeu bepred, hag evit se degas servijoù uhel e-keñver pellgehentiñ da embregerezhioù ar gumuniezh, abalamour da reiñ lañs d’an ekonomiezh
  • Kevezerezh, gant ur rouedad digor d’an holl obererien war ar pellgehentiñ, obererien ar vro hag all

Gant ar rouedad-se e c’haller :

  • kinnig servijoù niverel nevezus ha dedennus d’an embregerezhioù
  • degas an uhelgas d’an holl dud
  • kinnig servijoù nevez d’an dud, da skouer staliañ ar c’has uhel-kenañ er stalioù deskadurezh hag el lec’hioù publik pennañ meret gant Kemper Breizh Izel

Hermineo dre ar sifroù

  • 130 kilometrad gwiennoù optikel
  • 11 NRA (kreizennoù pellgomz) distrollet
  • 3 200 ti kevreet ouzh Hermineo evit kaout an ADSL
  • 170 ti kevreet dre uhelgas gant WiMax ha lorelloù
  • 100 % eus an tachennoù obererezh zo deservijet gant Hermineo
  • 450 embregerezh a labour gant Hermineo

Darempred : Kemper Breizh Izel Telecom, Savadur « Ar Forom », 2 straed Félix an Danteg, 29000 Kemper. Pgz 02 98 64 48 99

Staliañ gwiennoù optikel gant Orange

Gouestlet he deus Orange, d’ar Stad ha d’ar strollegezhioù, sevel ur rouedad prevez evit staliañ gwiennoù optikel ha goleiñ ar c’hêrioù pennañ, Kemper Breizh Izel en o zouez.

Krog eo Kemper Breizh Izel da gendivizout ha da genlabourat gant Orange, abalamour d’an embregerezh-se da astenn o rouedad gwiennoù optikel nevez war an tachennoù lec’h n’eo ket en em gavet an uhelgas c’hoazh pe en un doare distank.

Piv a c’hall bezañ kevreet ?

Kroget he doa Orange gant al labourioù evit staliañ ar gwiennoù optikel e deroù 2014. Ur pezh labour eo ha gant se e vo kaset da benn tamm-ha-tamm betek 2020.

Evit gouzout e peseurt tachennoù e vo staliet ar gwiennoù optikel, kit da welet al lec’hienn Internet lakaet enlinenn gant Orange

http://reseaux.orange.fr/couverture-fibre

ha sellit ouzh kartenn an tachennoù goloet gant FTTH e Frañs.

Gwiennoù optikel, d’ober petra ?

Ar gwiennoù optikel zo neud gwer gant ur gouhin en-dro dezho, hag a laka ar gouloù da dremen. Eus ar c’hentañ eo an deknologiezh-se evit treuzkas roadennoù niverel. Gant an ADSL (an uhelgas dre ar rouedad kouevr) o doa gallet ur bern tiegezhioù ober ur pezh pazenn war-raok pa oa bet digoret dezho e-giz-se, da skouer, kinnigoù « triple play » (Internet, pellgomz, skinwel).

Gant ar gwiennoù a zo efedusoc’h, eo cheñchet buhez ar « wiaderien » pa’z eo kalz uheloc’h ar c’has eget hini an ADSL :

  • pellgargañ luc’hskeudennoù, videoioù ha dielloù all a reer ken prim ha tra,
  • gallout a reer resev servijoù evel ar skinwel despizadur uhel,
  • gallout a reer bezañ kevreet ouzh Internet dre meur a venveg war ar memes tro : pellgomzerioù hezoug, tablezennoù, urzhiataerioù… Ha kement-se gant ur c’houmanant hepken.

Gant ar gwiennoù ne ya ket ar sinal war wanaat morse.

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh