• Brezhoneg

Kas an ekonomiezh en‐dro

Kemper Breizh-Izel a ra war-dro kenaozañ emgavioù tro-dro d’an embregerezhioù ha d’an implij da-geñver ur politikerezh youlek evit kas an ekonomiezh en-dro.

Saloñs ar c’hrouiñ embregerezhioù (saloñs douar an embregerezhioù)

D’ober petra ? Evit mont eus ar soñj d’an ober.

Ne c’hall ket ar gaserien raktresoù c’hwitañ war an emgav-se, un digarez eo da gement den a fell dezhañ kregiñ e-barzh (implijidi, tud dilabour, pennoù embregerezhioù) d’ober anaoudegezh gant ar re – evel bankoù, kontourien-mailhed... – hag a oar mat eus ar vicher krouiñ pe adkemer embregerezhioù.

Kiniget e vez ivez atalieroù pleustrek war meur a dem (studiañ ar marc’had, sevel ur steuñv argantaouiñ, statudoù an aembregerezhioù, argantaouiñ a-stroll...).

Salon Explor’Emploi Salon Explor’Emploi

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh