Gant Kemper Breizh Izel ez eus 21 tachenn labourerezh da werzhañ war an holl gumunioù a ya d’ober an tolpad-kêrioù. Ganto e c’hall ar gumuniezh sachañ embregerezhioù nevez etrezek enni ha degas d’an embregerezhioù a zo staliet enni dija peadra da vont war-raok.
Mont a reont d’ober 40 hektar prest diouzhtu, hag a glot gant an ezhommoù (ment, lec’h, rouedadoù, servijoù…) a gaver evit pep gennad hag evit kement seurt oberoù a vefe : industriezh, trivet gennad, artizanerezh pe aveerezh. Gwerzhet e vez tachennoù etre 1 000 ha 100 000 m².
Lakaet e vez meur a gant mil euro gant Kemper Breizh Izel, ar pezh a zo ur striv bras a-fet argant, evit sevel tachennoù labourerezh nevez abalamour da c’hallout kinnig traoù hag a glot gant an ezhommoù evit ur priz dereat.
Bep bloaz e vez gwerzhet 8 hektar, well-wazh, gant Kemper Breizh Izel.
Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh