• Brezhoneg

Magerezhioù embregerezhioù

E Kemper Breizh Izel ez eus div vagerezh embregerezhioù e Krec’h Gwenn :

  • ur vagerezh embregerezhioù liesseurt
  • ur vagerezh evit an embregerezhioù nevezus

Graet int evit aesaat krouiñ embregerezhioù nevezus, abalamour da sachañ tud ganto barregezhioù ha teknikoù nevez. Kinnig a reer d’an embregerezhioù enno ur feurm izel a-walc’h, servijoù boutin ha skoazellañ anezho.

Krouet e oa bet ar vagerezh liesseurt e 1991, an hini gentañ e oa e Breizh hag unan eus ar re gentañ e Frañs. Degemeret ez eus bet ouzhpenn 150 embregerezh enni abaoe.

Evit chom er penn a-raok a-fet degemer tud prest da gas raktresoù da benn ha sikour ar raktresoù krouiñ liammet ouzh poloù kevezusted Breizh (industriezh ar boued, mor, skeudennoù ha rouedadoù), ez eus bet savet un eil magerezh embregerezhioù gant Kemper Breizh Izel evit an traoù nevezus, ar pezh na oa ket e Breizh a-raok, evit raktresoù ar grouerien pe evit an embregerezhioù a fell dezho klask ober gant doareoù industriel nevez.

E 2015 e oa bet roet bod da 30 embregerezh e magerezhioù embregerezhioù Kemper Breizh Izel.

Gouzout hiroc’h diwar-benn ar magerezhioù embregerezhioù

Ur vagerezh embregerezhioù liesseurt

Enni e kaver meur a zoare da reiñ bod d’an embregerezhioù :

  • 4 atalier (157 m² pep hini well-wazh), pep a vurev hag a sal-dour enno
  • 18 burev
  • 2 lec’h diskuizh

Hag ivez servijoù boutin :

  • Kafeteria
  • Sal-emvod
  • Sekretourva-degemer

Ur vagerezh evit an embregerezhioù nevezus

Ur vagerezh evit an embregerezhioù nevezus Ur vagerezh evit an embregerezhioù nevezus

  • industriezh ar boued ha bioteknologiezhioù
  • teknologiezh ar c’helaouiñ
  • endro ha diorren padus
  • pakadurioù nevez
  • obererezhioù mod nevez stag ouzh ar mor...

Kinnig a reer eno lojeiz teknikel a-ratozh hag a c’hall bezañ kempennet diouzh an ezhommoù :

  • 2 atalier produiñ diouzh reolennoù industriezh ar boued, 370 m2 dezho hag enno burevioù, labourvaoù, gwiskvaoù, salioù produiñ 150 m² dezho
  • 4 labourva 30 m² dezho
  • 20 burev
  • 2 sal-emvod
  • ul lec’h diskuizh

Ostilhet mat eo an atalieroù produiñ evit industriezh ar boued, gant kambroù yen pozitivel ha negativel, ur c’hae diskargañ...

Modern, aes implijout anezhañ hag ul lec’h plijus eo ti an traoù nevezus. Plijout a ra d’ar re a zo staliet ennañ. Dison ha sklêrijennet mat eo ar burevioù, hag aes eo ober gant ar badjoù evit dibrennañ an dorioù.

Ar servijoù boutin

Kavout a ra an embregerezhioù eno ostilhoù hag a vez ezhomm anezho evit mont en-dro evel zo dleet :

  • luc’heilerez, skanner, faks
  • binvioù evit burevioù : drailher-paper, toullerez-keinerez, masikot liezimplij, plastikaerez...
  • ur mekanik timbrañ
  • teir sal-emvod ostilhet

Sikour an embregerezhioù

Gant skipailh ar vagerezh e vez lakaet an embregerezhioù da labourat asambles, kuit dezho da chom pep hini diouzh he zu, ar pezh n’eo ket mat evit an ijin. Pep embregerezh a vez sikouret diouzh hec’h ezhommoù. Graet e vez asambles gant Kemper Breizh Izel ha Kambr Kenwerzh hag Industriezh Kemper-Kerne.

Graet e vez war-dro kement tra a ya d’ober buhez an embregerezhioù :

  • Sellet pizh ouzh an obererezhioù
  • Stummañ (« an asurañsoù micherel », « petra eo ar berc’henniezh industriel ? », « priziañ efedusted ho lec’hienn Internet », « alioù fur evit merañ gwelloc’h hoc’h argant »…)
  • Leinañ asambles ur wech ar sizhun, en un doare diardoù, abalamour d’an embregerezhioù da zaremprediñ an eil eben
  • Ober war-dro al lec’hienn Internet gouestlet d’ar grouerien embregerezhioù a zo en ti : www.pepiniere-entreprises-quimper.fr
  • Koumanantiñ d’un toullad kazetennoù ha kelaouennoù ispisializet.

Ur c’hinnig klok evit an embregerezhioù

Staliet eo ar magerezhioù embregerezhioù e Krec’h Gwenn, en un endro dispar e kalon Kerne.

Tost-tre alese emañ an aozadurioù a labour evit harpañ ar grouerien embregerezhioù er c’hornad :

Anez ankouaat :

Lec’hiet mat eo an traoù :

  • n’eus ket pell da vont ac’hano betek hent Brest-an Oriant ;
  • tremen a ra ul linenn-vus eno ;
  • emañ tost-tre ouzh kreiz-kêr, ar gar SNCF (5 munut) hag an aerborzh (15 munut).
  • kavout a reer servijoù e-leizh, stalioù a bep seurt ha gallout a reer lojañ diouzh an ezhmmoù

Ha kaer eo an trowardroioù (ribloù an Oded, lec’hioù a-feson d’ober sport, diduamantoù…).

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh