E Kemper Breizh Izel ez eus tost da 1 900 post labour hag a zo stag ouzh reol kenwarez sokial al labour-douar, en o zouez ouzhpenn 1000 e stalioù servijoù evel kef al labour-douar deist-holl.
Tost 50% eus al labour en industriezh er gumuniezh zo stag ouzh filierenn industriezh ar boued, ar pezh a ya d’ober 2 500 post labour.
Not forgetting these iconic Breton
Kreizennoù neveziñ teknologel arbennik-tre
Luc’hskeudenn : Lionel Flageul
Inra, Ensavadur broadel klaskerezh agronomek.
Da-geñver he folitikerezh youlek evit skoazellañ an enklask hag an neveziñ he deus dibabet Kemper Breizh Izel reiñ sikourioù argant d’an obererezhioù kaset da benn gant ar c’hreizennoù treuzkas teknologiezh :
Kemper Breizh Izel, da-geñver he folitikerezh da skoazellañ an neveziñ, a ro argant da Deknopol Kemper-Kerne, da skouer en ur sikour argantaouiñ post dileuriadez tiriadel Valorial evit Kornôg Breizh. Gant ar skourr-se e vez roet muioc’h a bouez d’ar pol boued Ialys hag aesoc’h eo lakaat raktresoù an embregerezhioù da dalvezout.
Gant Kemper Breizh Izel e vez roet argant evit an ostilhoù hag ar savadurioù er greizenn skol-veur, hag evit an tezennoù enklask.
Roet e vez un treuziad 4000 € gant Kemper Breizh Izel d’an den a grou pe a adkemer ur stal labour-douar a zo he sez sokial er gumuniezh. Ret eo d’an den-se, forzh pe oad e vefe, bezañ enskrivet en hentad skoazellañ d’en em staliañ.
The Cornouaille ialys network
Evit sikour ar filierenn-se, hag a zo unan eus ar re bouezusañ evit ekonomiezh Bro-Gerne, e reer dreist-holl gant ialys, a oa bet krouet e 2010 diwar youl obererien ar c’hornad a felle dezho lakaat war wel ha brudañ Bro-Gerne evit he barregezhioù war dachenn ar boued.
Meret eo ialys gant Kemper Kerne diorren ha lakaet e vez da vont en-dro asambles gant ar re a labour amañ war dachenn ar boued.
Ur c’hluster (kluster) zo ur strobad embregerezhioù hag aozadurioù a labour war ar memes tachenn, lec’hiet holl er memes kornad, kevreet kenetrezo mui pe vui, en o zouez ar broduerien, ar farderien, ar servijoù, an eilkevraterien, ar skolveuridi hag ar c’hevredigezhioù.
Gant ialys eo lakaet war wel an ampartiz hag al lañs a zo gant filierenn ar boued e Kerne hag e Frañs. E-giz-se e c’hall obererien ar c’hornad kemer perzh e kluboù evit tud a vicher, e stummadurioù, prezegennoù pe saloñsoù broadel pe etrebroadel ha kement zo, evit diskouez o ferzhioù gwellañ.
Evit ar re a labour er filierenn-se, mont er rouedad ialys a dalvez diskouez e fell dezho talvoudekaat o zachenn obererezh, labourat asambles ha tennañ o mad eus enklaskoù efedus, kement-se liammet gant stummadurioù anavezet.
Hag evit lakaat ar mennozhioù hag an obererezhioù da vont war ar memes tu e teu ialys da vezañ muioc’h-mui, a zeiz da zeiz, evel an hini a « aesa » an traoù diouzh ar gwellañ ! Labourat a ra evit aesaat an eskemmoù etre ar re a labour er filierenn hag evit lakaat skoulmañ darempredoù nevez etrezo... Ha da gentañ-penn evit ober al liamm etre ar barregezhioù, d’an holl da labourat gwelloc’h asambles.
E-se e c’hall ialys tizhout ur pal hag a zo ken pouezus ivez : lakaat an holl da briziañ kalite hag efedusted filierenn ar boued
Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh