Eus an emvodoù aferioù d’ar c’hendalc’hioù broadel, Kemper eo al lec’h nevez a blij muioc’h-mui d’an dud evit aozañ kendalc’hioù ha darvoudoù.
Grit ho mad eus ar servijoù kinniget gant Burev ar C’hendalc’hioù, a sikour ac’hanoc’h da aozañ ho tarvoud penn-da-benn ha tennit gounid eus danframmoù nevez (Kreizenn ar C’hendalc’hioù an Tog Ruz, Tachenn an Diskouezadegoù e Penwiler) hag eus an holl servijoù graet a-fetepañs (kinnigoù prestiantoù, mirout kambroù strollet el letioù, progamm abadennoù, boued, arload hezoug kendalc’had…)
Ur chomlec’h hepken : Kemper Darvoudoù - bureau-congres@quimper-evenements.fr - Pgz 02 98 52 00 16
Tachenn an diskouezadegoù Kemper-Kerne
Emgavioù evit micherioù, saloñsoù, sonadegoù, arvestoù, abadennoù sport… Tachenn an Diskouezadegoù Kemper Kerne mod nevez eo al lec’h evit kement abadenn veur a zo.
E Penwiler ez eus daou lec’h liezimplij (Ar Pavilhon - 2500 m²) hag (An Artimon - 4.000m²), ul lec’h degemer d’ober al liamm etrezo, hag ul leur vras 4000 m² dezhi evit degemer abadennoù er-maez ha dindan pabelloù.
N’eus nemet 5 munut evit mont eus an dachenn nevez-se betek kreiz-kêr istorel Kemper. Gallout a reer kempenn al lec’h, dezhañ ur gorread ouzhpenn 8.000 m2 goloet ha servijoù ennañ, e nouspet doare.
Kaer, plijus hag aes da implijout, setu ar pezh a c’haller lavaret diwar-benn ar benveg nevez-flamm-se, eus ar c’hentañ evit an diskouezerien, ar vizitourien hag an aozerien.
Tachenn nevez an Diskouezadegoù Kemper Kerne a c’haller implijout he gorread en he fezh (hep post ebet) hag uhel-tre eo he solier, ha kavet e vez enni kement aezamant a zo (tommerezh prim-kenañ ha didrouz, stagadurioù evit an dour, wi-fi gant 100 MBps, tredan...).
Gant an daou hall (Pavilhon hag Artimon) stummet evit degemer ar staliadurioù ijinusañ, emañ Tachenn an Diskouezadegoù Kemper Kerne er penn a-raok e-touez an ostilhoù a gaver e Kornôg Frañs.
Kemper Kumuniezh he deus fiziet e Kemper darvoudoù al labour merañ an dachenn-se.
Inaugration du centre des congrès du Chapeau Rouge et portes ouvertes les 8 et 9 avril 2017 (12)Photo : Pascal Pérennec
Kreizenn ar C’hendalc’hioù an Tog Ruz a oa bet digoret d’ar Sadorn 8 a viz Ebrel 2017 gant Ludovic Jolivet, maer Kemper ha prezidant Kemper Breizh Izel.
Metal gwiadet, gwer serigrafet, pignerez ha savenn ur gwel meur diwarni : krog eo e vuhez nevez gant an ti-se, adkempennet penn-da-benn, pa oa gouestlet a-raok d’ar c’henwerzh ha d’ar sevenadur. Dibabet ez eus bet gant Kemper Kumuniezh lakaat anezhañ da vezañ ur Greizenn ar C’hendalc’hioù hag a glotfe gant c’hoantoù kêr-benn Kerne.
Eno, war tost da 2 000 m², e c’haller aozañ kendalc’hioù, kollokoù, seminarioù, emvodoù-meur, predoù aferioù, abadennoù evit lañsañ produioù, ha kement zo. Evit piv eo graet ? Evit ar bed ekonomikel, an ensavadurioù, ar c’hevredigezhioù hag aozadurioù micherel, an obererien en departamant, er rannvro, e Frañs a-bezh zoken, ma plij beg Penn-ar-Bed dezho : Kemper a laka he ferzhioù dispar war wel, a sach an dud gant he glad arzel hag istorel ha gant ar mor a zo tost. Gant ar perzhioù mat-se e tegaser c’hoant d’ar gendalc’hidi da zont en-dro !
Aes-tre eo implijout ar greizenn evit a bep seurt abadennoù, ha gallout a reer feurmiñ anezhi en he fezh. Nouspet doare zo d’implijout anezhi : adalek 20 betek 1 140 a dud asambles. Delc’her a reer kont enni eus an diorren padus ha n’eus ket ezhomm kalz a energiezh da lakaat anezhi da vont en-dro (un ti bevhinadel eo).
E pep lec’h enni ez eus klasket kaout ur son a-zoare ha teknikoù eus ar c’hentañ (klevet, gwelet, niverel…).
Ennañ ez eus pemp sal evit bodadoù. E rez-an-douar : ur sal vras hag ul lec’h frank evit diskouezadegoù ; en estaj kentañ : ur sal evit bodadoù hag an takadoù hag al logelloù evit ar brezegennerien, ar gazetennerien hag an aozerien ; en eil estaj, ar sal veur 400 plas azezet enni hag a c’hall bezañ kempennet e meur a vod gant derezioù lem-laka ; an estaj diwezhañ, a zo ul lec’h degemer evit koktelioù ha predoù, gant savennoù er-maez, ha diwarno ur gwel kaer war Gemper.
Meret eo Kreizenn ar C’hendalc’hioù an Tog Ruz gant Kemper darvoudoù, e-giz Tachenn an Diskouezadegoù Kemper Kerne (arvestoù, foarioù diskouezadegoù…) : dont a ra an ostilhoù da glokaat an eil egile. Ar c’hevredad ekonomiezh kemmesk lec’hel-se a sikour an dud da aozañ o abadennoù adalek ar penn kentañ betek ar fin.
Reiñ a ra alioù koulz war an aozañ dre vras, an treuzdougen, an degemer, an tu teknikel, evit delc’her kambreier, predoù pe evit ar brudañ. Gant ar skipailh eno e vez kinniget devezhioù prest ha tout, anez ankouaat lakaat an dud da weladenniñ kreiz-kêr, a zo unan eus an traoù a sach anezho war-zu Kemper.
Ur chomlec’h hepken : Kemper Darvoudoù - bureau-congres@quimper-evenements.fr - Pgz 02 98 52 00 16
Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh